Istor & yezh

 

Yezhoł all

 

Krouet eo bet OBER - kentelioł brezhoneg dre lizher - e 1932, dindan renerezh Marc'harid Gourlaouen (1902-1987).

Niverus eo an dud o deus gellet, dre ar stumm-se, deskiń pe kaout un tańva eus ar brezhoneg.

 

Ar brezhoneg a zo e rummad ar yezhoł indo-europeanek. Ar yezhoł keltiek a-vremań a zo c'hwec'h diouto:

 

Rann ar gouezeleg:

  Gouezeleg Bro Skos

  Gouezeleg Bro Iwerzhon

  Gouezeleg Enez Vanav

 

Rann ar brezhoneg:

  Brezhoneg (Breizh)

  Kernevveureg (Kernev-Veur)

  Kembraeg (Kembre)

 

 

Yezh hag istor


Ar brezhoneg a zo ur yezh indo-europeanek

 

  Kelted an amzerioł kozh a implije ur yezh merc'h d'ur yezh all anvet indezeuropek, tost-tre ouzh yezhoł ar C'hermaned, al Latined, ar C'hresianed, ar Slaved, ar Bersianed hag annezidi Norzh Bro Indez. Ar Sanskrit a zo ar yezh bev tostań ouzh an indo-europeanek.

 

  Ar yezh-mań a veze implijet 4000 vloaz zo, ha n'hon eus roud skrid ebet diouti. A-hed ar c'hantvedoł en em ledas an indezeuropeg war Europa a-bezh pe dost, ha betek pennoł Bro-Indez eo bet implijet, tamm-ha-tamm, gant a bep seurt a bobloł disheńvel, abalamour d'ar brezelioł, d'an aloubadegoł, d'ar genwerzh.

 

Ar brezhoneg a zo ur yezh keltiek


  3000 vloaz zo e krogas ur bobl indezeuropek, staliet etre ar Rhein, an Danau hag ar Main, da greskiń ha da vezań anavezet a-drugarez d'hec'h arz ha d'he c'hońvers. Keltae eo bet anvet gant ar C'hesianed ha Galli gant al Latined. Da c'houde e reas hec'h annez war norzh Europa a-bezh hag en em veskas gant ar pobloł henvroat. Ar pobloł keltiek a-hiziv a zeu eus ar mesk-se. Treuzkaset o deus o sevenadur hag o yezh, anvet « keltieg kozh » ganeomp, d'ul lodenn vras eus pobloł Europa, adalek Bro-Iwerzhon betek penn Bro-Spagn ha betek ar Mor Du. 

 

  Gant pouez ar C’hermaned en norzh hag hini al Latined er su e souzas tamm-ha-tamm ar bobl geltiek. War ar c’hevandir e yeas ar yezh keltiek war-gil hag e varvas e Bro-Helvetia er bloavezh 1000 war-dro. Koulskoude e chomas bev da vat e Breizh-Veur, e-lec’h ma veve div bobl keltiek, a gomze yezhoł keltiek disheńvel, ar predeneg hag ar gouezeleg. Diwar ar gouezeleg e teu an iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos hag ar manaeg ; diwar ar predeneg e teu ar brezhoneg, ar c'herneveureg hag ar c’hembraeg.


  Etre ar Vvet hag ar VIIvet kantved, e teuas Bretoned d’en em staliań e Breizh-Vihan, pourchaset gant ar Saozon.


  Teir lodenn disheńvel a zo e-barzh istor ar brezhoneg :


Brezhoneg ar Rouaned

 

  A-raok ar bloavezh 1000 e veze komzet henvrezhoneg, brezhoneg Nominoe, ur mesk etre ar yezh komzet gant Bretoned Enez-Veur hag hini Kelted an Arvorig.


  D’ar mare-mań eo, war-dro ar bloaz 1050, e vez komzet brezhoneg ar pellań war-zu ar reter, betek Bro Roazhon ha Bro Naoned, betek bae Menez-Mikael-ar-Mor ha Bro Sant Nazer.

  Heńvel-tre eo c’hoazh ouzh ar brezhoneg implijet war an inizi, dreist-holl ouzh ar c’herneveureg met ivez ouzh ar c’hembraeg : yezh keltiek en he fezh, gant nebeut-tre a gerioł a orin latin, deuet war-lerc’h aloubidigezh ar Romaned e Breizh-Veur. A-drugarez d’ar yezh e vez gwelet ez eus ur Vro Vreizh evit mat, ur rouantelezh dizalc’h ha keltiek penn-da-benn, memes ma vez gwelet el lec’hioł zo pobloł oc’h implijout yezhoł romanek o tont eus al latin a ya da get. Ar brezhoneg a vez implijet gant al lodenn vrasań eus an annezidi ha gant tud ar renkoł uhel. Yezh ar sevenadur ha yezh ar gwir eo.


  An anvioł-lec’h hag an anvioł-tud a zeu war-wel d’ar c’houlz-se.

Brezhoneg an Duged


  Ar c’hrennvrezhoneg a zo bet implijet adalek ar bloaz 1000 betek ar XVIIvet kantved, deuet goude aloubidigezh an Normanded o deus damzistrujet ar vro.


  Abalamour dezho eo bet distrujet ivez unaniezh Breizh. Dilezet eo bet ar brezhoneg evit ar galleg gant duged Vreizh adalek mare ar Grennamzer-Uhel. Tamm-ha-tamm e ya ar brezhoneg war-gil war-zu ar c’hornōg.

  Tud an noblańs hag ar venec’h, goude bezań kuitaet ar vro, a zeu en-dro goude tregont vloaz, gallekaet e-leizh.


  Breizh a chom distag eus Bro-C’hall hag eus Bro-Saoz, met he yezh ofisiel, hini al lez hag ar melestradur, ha goude hini ar vourc’hizelezh, a zeu da vezań ar galleg.


  Implijet e vez atav gant ar bobl koulskoude, hag gant an noblańsed war ar maez hag er c’hźrioł bihan. Ur yezh lennegel eo hag he deus bevet an hevelep emdroadur hag ar saozneg d’ar c’houlz-se.hag a vez o en em emdreiń war an hevelep tu hag ar saozneg d’ar c’houlz-se .


  He yezhadur a chom keltiek-tre, met he geriaoueg hag he doare da skrivań a zo levezonet kalz gant ar galleg.


  Ma vije bet ar brezhoneg yezh ofisiel an dugelezh d’ar mare-se, en dije sur a-walc’h miret e stumm kelted-romaned, en hevelep doare eo deuet ar saozneg ur yezh c’hermaned-romaned ha ket ur yezh c’hermaned penn-da-benn. Ar brezhoneg-mań a zo bet implijet c’hoazh goude fin an dizalc’h ha fin Stad Vreizh hag e chomas en e stad betek diwezh mare an emren a voe echu gant an Dispac’h Vras. Tud ar renkoł renour a zilez tamm-ha-tamm ar brezhoneg evit komz galleg. Ret eo gouzout eo ar c’hrennvrezhoneg ur yezh lennegel hag unvaniet, n’eo ket ur yezh poblek. Bez ez eus rannyezhoł, evel-just, met n’o deus stumm skrivet ebet.


Ar brezhoneg a-vremań

 

  E-kreiz ar XVIIvet kantved, e 1659, ez eus ur c’hemm bras evit ar brezhoneg gant krouidigezh, gant an Tad Maner, d’ur reizhskrivadur tost ouzh doare ar yezh komzet. Ar c'hemmadurioł a vez skrivet evit ar wech kentań, hag echu eo gant an doare kozh da skrivań, a verke ar c’hlotennoł-kensonenn hag ar rimoł diabarzh, un doare tost ouzh an doare skrivań implijet e Bro Gembre (hag e Bro Iwerzhon), a zeue eus an amzerioł kozh, araok ma vefe rannet ar predeneg e meur a yezh disheńvel. D'ar c'houlz-se eo ar brezhoneg ur yezh poblel.


  Disoc’h ar cheńchamant-mań a zo dizunvaniezh ar brezhoneg, pep hini o skrivań en doare e vez komzet en e vro. Lennegezh Vreizh a zo ul lennegezh rannyezhel neuze, hini Bro Leon, hini Bro Dreger, hini Bro Gernev hag hini Bro Wened dreist-holl.


  Distreiń d’an orinoł a skoazell kalz koulskoude evit yaouankaat ar brezhoneg, peogwir eo chomet ar rannyezhioł tostoc’h ouzh ar c’heltieg, evit pezh a sell ouzh ar yezhadur met ivez ouzh ar geriaoueg.


  Yezhourien ha skrivagnerien an XIXvet kantved (Ar Gonideg), ha reoł an XXvet kantved (Ernault, Vallée, Mordiern) a glask adkavout unvaniezh ar yezh o labourat war ar brezhoneg komzet, dreist-holl hini Bro Leon, hag o kenderc’hel da c’hlanań ar yezh en ur dennań ar gerioł a orin galleg, evel en deus graet Dom Le Pelletier en XVIIIvet kantved. Evit hen ober e klaskont gerioł o tont eus an henvrezhoneg, geriaoueg ar rannyezhioł, gerioł e kembraeg hag e krouont reoł nevez gant gwrizioł brezhon.


  Tamm-ha-tamm e vez krouet ur yezh lennegel nevez, stumm keltiek ganti, anvet brezhoneg a-vremań, enni c’hoazh kalz a gerioł a orin latin pe c'halleg, gwelet evel ur yezh c'hlan, ha ket ur mesk evel ar c’hrennvrezhoneg pe ar saozneg.


  Daoust dezhań bezań heskinet abaoe mare an Dispac’h e kendalc’h ar brezhoneg da dreuzvevań. Hiziv, memes ma ne vez ket implijet kalz ken war ar maez, eo deuet da vezań yezh ar sevenadur, hini kźrioł an XXIvet kantved.

 

  Dazont ar brezhoneg a vez skoazellet kalz gant kelennadurezh ar yezh er skolioł-meur, gant krouidigezh ar skolioł Diwan, e-lec’h ma vez implijet ar brezhoneg adalek ar skol-vamm, gant ar skolioł divyezhek publik Divyezh, gant ar skolioł privez Dihun hag ivez gant youl ar Vretoned a implij ar yezh bemdez. Bez ez eus skingomzioł ha chadennoł skinwel a ginnig un abadenn bennak e brezhoneg, met, daoust ma vez savet goulennoł e-leizh gant an dud evit kaout muioc’h a vrezhoneg war ar chadennoł publik , n’eus hini ebet a skignfe abadennoł brezhoneg ingal e-pad an deiz. Koulskoude ez eus kazetennoł, kelaouennoł ha tiez-embann, ha strolladoł c’hoariva ivez. Ofis ar Brezhoneg, bet krouet e 1999, a ra ar gwellań evit luskań ha lakaat ar yezh da greskiń er vuhez sokial ha publik. E 2010 eo aet Ofis ar Brezhoneg da Ofis Publik ar Brezhoneg.

Ret eo gouzout n’eo ket bet peurwiriekaet karta Europa evit ar yezhoł bihan gant Bro C'hall c’hoazh.

  Bez ez eus 350 000 a dud a gomz brezhoneg an deiz a-hiziv, 206000 outo hag a gomz brezhoneg war ar pemdez.

 

darempred - liammoł - tres al lec'hienn