Mont en-dro & koust

 

Yezhoł all

 

Enskrivadur - Frejoł all - Levrioł

Un nebeud reolennoł a-bouez - Kentań kentel

Titouroł all - Perak deskiń brezhoneg?

 

Enskrivadur

 

Evit ur priz izel e c'heller lakaat e anv evit heuliań kentelioł Ober::

  40 € priz reizh.

  25 € evit ar skolidi, ar studierien, an dud dilabour (kas un testeni evit kaout an distaol-se).

 

 

Frejoł all

 

Golo-lizher timbret evit distro an deverioł difaziet; pe 5 € dre live, evit bezań difaziet dre bostel (liveoł 1, 2 ha 3 hepken).

 


Levrioł

Priz al levrioł a zo skrivet war ar fichennoł enskrivań. Kavet e vezont er stalioł-levrioł pe dre lizher digant sekretouriezh Skol Ober.

 

 

Un nebeud reolennoł a-bouez

 

  Deskit mat ar gerioł hag ar reolennoł yezhadur.

  M’hoc’h eus ar pladennoł pe an enrolladennoł e stumm MP3, selaouit anezho en un doare aketus, evit deskiń distagadur ar gerioł hag en em voazań diouzh taol-mouezh ar yezh.

  Na ankouait ket lakaat ur golo-lizher timbret a-gevret gant hoc'h anv ha chomlec'h evit distro ho poelladennoł, nemet ma hoc'h eus dibabet an doare dre bostel war ho follenn enskrivań. Neuze, ho poelladennoł a zo d'ober en ur stumm bizskrivet war-eeun ha da vezań kaset dre bostel.

  Ho kentelioł a zo da gas hini-ha-hini, ha n'eo ket a-div pe a-deir hep asant ho tifazier.

  Lezit ur marz 5 sentimetr d'an nebeutań evit an evezhiadennoł.

  Un hanter bajennad wenn, paneve unan a-bezh, e dibenn ar gentel, a c'hellfe bezań talvoudus d'ho kelenner evit displegań deoc'h traoł zo dre ar munud.

  Na skrivit ket re stank ho poelladennoł, lezit linennoł gwenn etre ar respontoł.

  Skrivit en un doare sklaer ha bezit truez ouzh daoulagad ho tifazier. Gallout a rit ivez kas ho poelladennoł en un doare skriverezet.

  N'ankouait ket menegiń niverenn ar gentel hoc'h eus studiet.

  M'hoc'h eus ur yezhadur, lavarit e anv d'ho tifazier. Gallout a raio gant-se merkań deoc'h ar pennadoł da lenn pe da adwelout.

   

 

Kentań kentel

 

  Lennit ha studiit, gant aked, ar gentel gentań, he yezhadur hag he geriaoueg. Da c’houde, grit ar poelladennoł a ya asambles.

  Goude bezań resevet ho poelladennoł difaziet, e c'hellit studiań ar gentel da heul neuze.

 

 

Titouroł all

 

Digor eo ar c'hentelioł Ober d'an holl re a fell dezho kregiń da studiań pe da wellaat ar yezh..

Bez' e c'heller kregiń pa garer. Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhań pa gar. Ar c'helenner a zo aze evit difaziań, met ivez reiń alioł hag evezhiadennoł.

80 kelenner a youl-vat a zo.

Un darn anezho a c'hell difaziań dre bostel evit al liveoł 1, 2 ha 3 hepken. Ma fell deoc'h labourat gant an doare-se, goulennit digant ar sekretourva.

Skolidi 'zo n'hellont ket kaout kentelioł en o skol; o labour a c'hell bezań notennet ma 'z eo a-du renerezh ar skol.

 

 

Perak deskiń brezhoneg?

 

Kelennadurezh ar brezhoneg dre lizher a zo un doare divoutin, a glot gant ar stummadurioł klasel.

 

Gant hor stummadur eo posupl :

  d’em en enskrivań a-hed ar bloaz,

  da heuliań kentelioł en un doare reoliek, n’eus ket ezhomm mont d’ul lec’h ispisial evit hen ober,

  da heuliań kentelioł eus n'eus forzh peseurt lec'h er bed a-bezh,

  da studiań da bep oad ha da bep live,

  da labourat hervez e dizh,

  d’implijout an doare dre lizher pe an doare dre bostel evit bezań difaziet,

  da zeskiń pe da wellaat e vrezhoneg,

  d’ar Vrezhonegerien a-vihanik da zeskiń lenn ha skrivań o yezh,

  da glotaat stummadurioł all,

  d’en em brientiń evit tremen arnodennoł a bep seurt,

  da glotaat un ezhomm ispisial.

 

Un testeni-studi a vez roet da bep hini en deus echuet ul live.

 

darempred - liammoł - tres al lec'hienn