Exercices 19, 20, 21 et 22

 

Autres langues

 

19-„E“ RANNIG-VERB / „E“ PARTICULE VERBALE

Dont a ran amañ alies. Alies e teuan amañ.
Je viens souvent ici. Souvent je viens ici.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Gortoz a ran anezho bemdez.
Je les attends tous les jours.

Gwelet a rez da c’hoar gwech ha gwech all.
Tu vois ta soeur de temps en temps.

Butuniñ a ra atav.
Il fume toujours.

Mousc’hoarzhin a reont a-wechoù.
Ils sourient quelquefois.


 

20-„A“ RANNIG-VERB / „A“ PARTICULE VERBALE

Kompren a ran brezhoneg. Brezhoneg a gomprenan.
Je comprends le breton. Le breton je comprends.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Treiñ a rez brav da grampouezh.
Tu retournes bien tes crêpes.

Plantañ a ra gwez bras.
Il plante de grands arbres.

Gortoz a ra e c’hoar.
Il attend sa soeur.

Gwelet a ra an douar.
Il voit la terre.

Diskenn a ra an dour.
Il verse l’eau.

Bontañ a ra ar varrikenn.
Il bouche la barrique.


 

21-STUMM-NAC’H / FORME NEGATIVE

Kompren a ran rusianeg. Ne gomprenan ket rusianeg.
Je comprends le russe. Je ne comprends pas le russe.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Komz a rez japaneg.
Tu parles le japonais.

Tostaat a ra ouzh ar pal.
Il approche du but.

Tremen a ra gant bruzun.
Il se contente de miettes.

Palarat a reomp hol liorzh.
Nous bêchons notre jardin.

Prestiñ a reomp hol levrioù.
Nous prêtons nos livres.

Goulenn a rit an aotre.
Vous demandez la permission.

Gouzañv a rit diwar ho poan.
Vous souffrez de votre mal.

Gwiriañ a rit e implij-amzer.
Vous vérifiez son emploi du temps.

Gwaskañ a reont an avaloù.
Ils pressent les pommes.

Berañ a ra ar voutailhad.
La bouteille coule.

Bountañ a reont war an nor.
Ils poussent sur la porte.

Deskiñ a reont o micher.
Ils apprennent leur métier.

Diskar a reont ar c’hleuzioù.
Ils abattent les talus.

Mouskomz a reont a-gevret.
Ils parlent ensemble à voix basse.


 

22-GOUZOUT / SAVOIR

Me ’oar ar c’heloù. Gouzout a ouzon ar c’heloù.
Moi, je sais la nouvelle. Je sais très bien la nouvelle.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Te ’oar da gentel.
Toi, tu sais ta leçon.

Eñ ’oar brezhoneg mat.
Lui, il sait bien le breton.

Ni a oar an hent da vont di.
Nous, nous connaissons la route pour y aller.

C’hwi a oar ar rimadell-se.
Vous, vous savez cette comptine.

Int a oar kanañ brav.
Eux, ils savent bien chanter.

 

retour - corrigé