Réponses des exercices 23, 24, 25, 26, et 27

 

Autres langues

 

23-... OC’H EGET / ... PLUS ... QUE

Bihanoc’h eget Fañch eo Nolwenn.
Nolwenn est plus petite que Fañch.

Moaloc’h eget Saig eo Youenn.
Youenn est plus chauve que Saig.

Tevoc’h eget Kaourantin eo Lanig.
Lanig est plus gros que Kaourantin.

Bravoc’h eget Mona eo Liza.
Liza est plus belle que Mona.

Koshoc’h eget Noe eo Gwennole.
Gwennole est plus vieux que Noé.

Pennekoc’h eget e vreur eo Malo.
Malo est plus têtu que son frère.


 

24-BEZAÑ GWELLOC’H GANT UNAN BENNAK / PREFERER

Ganit eo gwelloc’h un tamm kig-sall.
Tu préfères un morceau de lard.

Gantañ eo gwelloc’h un tamm keuz.
Il préfère un morceau de fromage.

Ganti eo gwelloc’h un tamm kouign.
Elle préfère un bout de gâteau.

Ganeomp eo gwelloc’h boued ar vro.
Nous préfèrons la nourriture du pays.

Ganeoc’h eo gwelloc’h bier alaman.
Vous préfèrez la bière allemande.

Ganto eo gwelloc’h ur banne Guinness.
Ils préfèrent un verre de Guiness.


 

25-C’HOANT I / ENVIE I

C’hoant evañ ’m eus.
J’ai envie de boire.

C’hoant debriñ ’m eus.
J’ai envie de manger.

C’hoant gouelañ ’m eus.
J’ai envie de pleurer.

C’hoant c’hoarzhin ’m eus.
J’ai envie de rire.


 

26-C’HOANT II / ENVIE II

C’hoant ’m eus da bourmen.
J’ai envie de me promener.

C’hoant ’m eus da c’hervel.
J’ai envie d’appeler.

C’hoant ’m eus da welet.
J’ai envie de voir.

C’hoant ’m eus da zont.
J’ai envie de venir.

C’hoant ’m eus da vale.
J’ai envie de marcher.

C’hoant ’m eus da vont.
J’ai envie d’aller.


 

27-EZHOMM / BESOIN

Eus un daolenn ’m eus ezhomm.
D’un tableau j’ai besoin.

Eus ur billig ’m eus ezhomm.
D’une galettière j’ai besoin.

Eus ur c’havr ’m eus ezhomm.
D’une chèvre j’ai besoin.

Eus ur werenn ’m eus ezhomm.
D’un verre j’ai besoin.

Eus un direnn ’m eus ezhomm.
D’un briquet j’ai besoin.

Eus ur vag ’m eus ezhomm.
D’un bateau j’ai besoin.

Eus ur vilin-avel ’m eus ezhomm.
D’un moulin à vent j’ai besoin.

 

retour