Poelladennoù 57, 58, 59, 60, 61 ha 62

 

Yezhoù all

 

57-DIVIZOUT / CONDITIONNEL

Er gêr e vint. Degemeret mat e vimp. Ma vezont er gêr e vimp degemeret mat.
Ils seront à la maison. Nous serons bien reçus. S’ils sont à la maison, nous seront bien reçus.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Ne gavo ket en un tu. Kavout a raio en un tu all.
Il ne trouvera pas d’un côté. Il trouvera d’un autre.

Chom a reoc’h amañ. Dont a raio ho pugale d’ho kwelet.
Vous resterez ici. Vos enfants viendront vous voir.

Bez e voc’h tri. Mont a raio muioc’h a draoù ganeoc’h.
Vous serez trois. Vous emporterez plus de choses.

Dont a raio bec’h warnoc’h. Gouest e voc’h d’en em zifenn.
Vous aurez à faire face à un coup dur. Vous serez capables de vous défendre.

Gwelet e voc’h. Kroget e vo ennoc’h.
Vous serez vus. Vous serez capturés.

Paket e voc’h. Taolet e voc’h en toull-bac’h.
Vous serez attrapés. Vous serez jetés en prison.

Gellout a raio reiñ deomp un tamm bara. Chom a raimp gant plijadur.
Il pourra nous donner un bout de pain. Nous resterons avec plaisir.

Gellout a rin en ober. Sikour a rin ac’hanoc’h.
Je pourrai le faire. Je vous aiderai.

Diskuizh e vin. Gellout a rin derc’hel penn.
Je serai dispos. Je pourrai faire face.


 

58-DIVIZOUT, „FE“, STUMM AR POSUBL / CONDITIONNEL, „FE“, FORME DU POTENTIEL

Gwelet a rafe an dra-mañ. Krediñ a rafe eo gwir. Ma welfe an dra-mañ, e kredfe eo gwir.
Il verrait cette chose-ci. Il croirait que c’est vrai. S’il voyait cette chose-ci, il croirait que c’est vrai.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Goulenn a rafen outañ. Dont a rafe diouzhtu.
Je lui demanderais. Il viendrait tout de suite.

Ne gavfec’h ket abeg e kement-se. Mont a rafen ganeoc’h ivez.
Vous n’y trouveriez rien à redire. J’irais avec vous aussi.

Klevout a rafe ar c’heloù. Redek a rafe betek ar gêr.
Il entendrait la nouvelle. Il courrait jusqu’à la maison.

Evañ a rafe al louzoù-mañ. Pareañ a rafe buan.
Il boirait ce médicament. Il guérirait vite.

Gortoz a rafec’h un tammig. Gellout a rafec’h gwelet anezhañ.
Vous attendriez un peu. Vous pourriez le voir.

Gouren a rafec’h outañ. Gwelet a rafec’h piv eo ar mestr.
Vous lutteriez contre lui. Vous verriez qui est le maître.

Bodañ a rafe ar c’huzul. Tu a vefe da votiñ.
Il réunirait le conseil. Il serait possible de voter.

Dañsal a rafe ganti. Brav e vefe da welet.
Il danserait avec elle. Ce serait beau à voir.

Dont a rafe d’ar maner. Kavout a rafe cheñchamant.
Il viendrait au manoir. Il trouverait du changement.


 

59-DIVIZOUT, „JE“, STUMM AN DIWIR / CONDITIONNEL, „JE“, FORME DE L’IRREEL

Gouzout a raje an dud pelec’h emañ. Mont a rajent d’e gerc’hat. Ma ouije an dud pelec’h emañ, ez ajent d’e gerc’hat.
Les gens sauraient où il se trouve. Ils iraient le chercher. Si les gens savaient où il se trouve, ils iraient le chercher.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Klevet a raje ar pezh a c’hoarvez. Sevel a raje en o enep.
Il entendrait ce qui arrive. Il s’opposerait à eux.

Gwelet a raje sklaer. Kompren a raje mat.
Il verrait clair. Il comprendrait bien.

Gellout a raje kompren. Ober a raje un dra bennak evidomp.
Il pourrait comprendre. Il ferait quelque chose pour nous.

Ne vije ket anezhañ. Ne c’helljen ket kaout droug outañ.
Ce ne serait pas lui. Je ne pourrais pas avoir peur de lui.

Ne skrivje ket. Ne ouije ket an dud ar wirionez.
Il n’écrirait pas. Les gens ne sauraient pas la vérité.


 

60-AN DIVIZOUT, STUMM „JE“ + ANV-GWAN-VERB / CONDITIONNEL „JE“ + PARTICIPE PASSE

Troet en dije e benn. Gwelet en dije e vreur. M’en dije troet e benn, en dije gwelet e vreur.
Il aurait tourné la tête. Il aurait vu son frère. S’il avait tourné la tête, il aurait vu son frère.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Gwelet ho pije an dud o vont. Chomet e vijec’h a-sav.
Vous auriez vu les gens aller. Vous vous seriez arrêtés.

Ranket en dije mont. Farsus e vije bet.
Il aurait dû aller. Cela aurait été drôle.

Lavaret o dije o doa c’hoant da vont. Kavet e vije dek da vont ganto.
Ils auraient dit qu’ils avaient envie d’y aller. On en aurait trouvé dix pour les accompagner.

Kredet o dije mont kuit. Er graet o dije.
Ils auraient osé partir. Il l’auraient fait.


 

61-AN DIVIZOUT, STUMM „JE“ + 2 ANV-GWAN-VERB / CONDITIONNEL „JE“ + 2 PARTICIPES PASSES

Gouezet e vije bet edo eno. Barnet e vije bet d’ar marv. Ma vije bet gouezet edo eno, e vije bet barnet d’ar marv.
On aurait su qu’il était là. Il aurait été condamné à mort. On aurait su qu’il était là, il aurait été condamné à mort.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Tapet e vije bet. Heskinet e vije bet.
Il aurait été attrapé. Il aurait été persécuté.

Gwelet e vije bet ar moged. Galvet e vije bet paotred an tan.
La fumée aurait été vue. Les pompiers auraient été appelés.

Nec’het e vijemp bet. Ne vijemp ket bet deuet.
Nous aurions été inquiets. Nous ne serions pas venus.

Selaouet e vijent bet. Ne vijent ket bet korbellet.
Ils auraient été écoutés. Ils n’auraient pas été collés.


62-STUMM „JE“ + BEZAÑ + ANV-GWAN VERB (Verboù : dleout, gellout, karout)

Me a zleje bezañ selaouet anezhañ. Ne zlejen ket bezañ selaouet anezhañ.
J’aurais dû l’écouter. Je n’aurais pas dû l’écouter.


Deoc'h-c'hwi bremañ / à vous maintenant:

Me a zleje bezañ aet da welet anezhañ.
J’aurais dû aller le voir.

Te a zleje bezañ chomet er gêr.
Tu aurais dû rester à la maison.

Te a zleje bezañ aet di.
Tu aurais dû y aller.

Eñ a zleje bezañ gounezet.
Il aurait dû gagner.

Hi a zleje bezañ kollet.
Elle aurait dû perdre.

Ni a c’hellje bezañ graet gwelloc’h.
Nous aurions pu mieux faire.

Ni a c’hellje bezañ c’hoariet gwashoc’h.
Nous aurions pu jouer plus mal.

C’hwi a c’hellje bezañ nac’het.
Vous auriez pu refuser.

C’hwi a c’hellje bezañ asantet.
Vous auriez pu accepter.

Int a garje bezañ skrivet al lizher-se.
Ils aimeraient avoir écrit cette lettre-là.

Int a garje bezañ kanet ar son-se.
Ils aimeraient avoir chanté cette chanson-là.

 

distro - difaziadennoù