Test - Kentelio¨ brezhoneg

 

Other languages

 

Glav

 

Ne zisplije ket dezha˝ kerzhout dindan ar glav evel-se, an dour o tiskenn bepred ken ingal eus an ne˝v en lakae da brederia˝ muioc'h eget n'eus forzh peseurt amzer, da so˝jal ha da chaokat so˝jo¨, ur broud e oa e gwirionez evit e spered. Degouezhet e oa en ur c'hroashent. Gortoz a reas war vord ar riblenn, e zaouarn sanket don e godello¨ e vantell-c'hlav, un dakenn-dour o ta˝sal ouzh beg e fri. Ar poliser a roas un taol c'hwitell, chom a reas ar c'hirri a-sav hag e treuzas ar ru. Tremen a reas dirak sinema Albert Hall, mantilli gwer ha disglaviero¨ a rae al lost dindan ar glav, habask evel ar glav e-unan.

Ur reuziad en devoe c'hoant d'en em sila˝ el lostad. Bourrus e kave atav gortoz e-touesk tud dianav dezha˝, o komz ur yezh ha ne gane ket evel e hini. Pa c'hortoze evel-se e c'helle ijina˝ degouezhio¨ souezhus, gant ar pezh a lavare an dud en-dro dezha˝ ec'h ijine ur bed a-bezh, o buhez micherourien gwisket ganto o dilhad-Sul d'ar Sadorn da noz, merc'hed burevio¨; skriverezed o konta˝ an eil d'eben istorio¨ ar sizhun er burev, o aferio¨ karantez.

An amourouzien a veze niverus, dreist-holl d'ar Sadorn, laouen e oa an holl dud-se o veza˝ echuet ur sizhun hag e˝ en em gave laouen ganto.

 

Ronan Huon (An Irin Glas)

 

Testenn evit un diviz

 

Unan eus kudenno¨ diaesa˝ ar c'hŕrio¨ bras eo monedone ar c'hirri. Er c'hroashento¨ e vez pe boliserien, pe c'houleier: hepto, da eurio¨ zo, kreisteiz pe c'hwec'h eur diouzh an abardaez, da skouer, e teufe an hent da veza˝ stanket gant ul luziadell girri. Gwelloc'h d'an dud bale atav war ar riblenn pe, pa dreuzont ar straed, chom war ar merko¨ gwenn: a-hend-all e vefent en arvar da goll o buhez. N'eo mui he˝vel ar c'hreizenno¨ melestradurel a-vrema˝ ouzh ar maerdio¨ kozh, gant ar gwez kistin-Spagn en o forzh a-raok: mello¨ savadurio¨ simant ez int, a vez kavet enno holl vurevio¨ kŕr; di ez eer pa vez ezhomm eus un adskrid diwar ur marilh bennak. Met d'ar c'homiserdi e ranker mont evit ur gartenn-anv pe ur paseporzh. Evit diduamant an dud, ez eus nouspet fi˝vskeudenndi, pe sinema, hag ivez un Ti a sevenadur, e-giz ma vez anvet ar seurt kreizenno¨, ha marteze c'hoazh ur c'hoariva: ned a ket kalz a dud d'ar c'hoariva, siwazh, pa' z eus gant an holl ur benveg skinwel er gŕr. Ma ne vez morse diouer a gafedio¨, e chom skort pourvezadur kŕrio¨ Breizh a-hend-all evit pezh a sell ouzh yec'hed ar c'horf: e pet kŕr ez eus ur poull-kouronka˝ tommet dindan doenn, e pet ez eus ur sal-embregerezh sklaer ha kempenn? Gant an tailho¨ a baeomp, koulskoude, e tlefe beza˝ pourchaset a bep seurt aezamanto¨ deomp. N'eo ket ni, siwazh, a zibab petra 'vo graet gant hon arc'hant!

 

Gerio¨

 

Chaokat so˝jo¨: Tud zo a blij dezho chaokat chewing-gum. Lod all a vez atav o chaokat so˝jo¨, o trei˝ so˝jo¨ en o fenn.

Ur broud: Gant ur broud e veze broudet an ejened gwechall da vale buanoc'h. Ur broud a vez lavaret eta eus kement tra a lak un den da fi˝val primoc'h, da labourat fonnusoc'h.

Degouezhet: Erruet, en em gavet.

Takenn: Un dakenn a zo ur veradenn. "Kemerit dek takenn a-raok koan", eme ar medisin.

Habask: Sioul ha didrouz. "Un den habask eo Yann, ne glever anezha˝ morse".

Ur reuziad: Ur pennad-amzer.

E-touesk: E-touez, e-mesk.

En em sila˝: Tremen, peurliesa˝ dre un toull bihan-tre, hep ober trouz hag hep sacha˝ an evezh. "En em silet eo ar c'hazh en ti dre an nor damzigor".

Bourrus: Plijus. "Bourrus e kavan bale er c'hoado¨".

Degouezhio¨: Trao¨ a c'hoarvez, darvoudo¨. "Un degouezh kriz en istor ar Stado¨-Unanet eo bet marv John F. Kennedy".

Skriverezed: Merc'hed implijet er burevio¨ da skrivereza˝ lizhero¨.

 

Goulenno¨ diwar-benn ar skrid

 

1. Plijout a rae ar glav d'ar paotr, pe ne rae ket?

2. Pegoulz e treuzas ar ru?

3. Petra a ijine keit ha ma veze o c'hortoz?

 

Yezhadur

 

1. Chom a reas ar c'hirri a-sav.

Tremen a rae brema˝.

Verbe en tŕte de phrase, conjugaison avec auxiliaire ober.

 

2. Ne zisplije ket dezha˝ kerzhout.

Bourrus e kave atav gortoz.

Gant ar pezh a lavare an dud.

Pa c'hortoze evel-se e c'helle ijina˝.

Autre chose que le verbe en tŕte de phrase, conjugaison synthÚtique, les marques de temps et de personne s'ajoutent directement au radical verbal.

 

Poelladenn

 

Transformer les phrases suivantes

 

1. En mettant le verbe en tŕte

 

Tad a selle ouzh ar skinwel.

Ar moc'h a zebr maiz malet.

Mamm a gomzo gant he c'hoar.

 

2. En mettant en tŕte un ÚlÚment autre que le verbe

 

Debri˝ a reas an den ur vi d'e verenn-vihan.

Kavout a raio va zad labour emicha˝s.

Sellout a ra mamm ouzh ar stalio¨ nevez.

 

Trei˝ e brezhoneg

 

Brenda Útait dactylo. Il lui plaisait, aprŔs le travail d'aller au thÚÔtre, mais son pŔre l'en empŕchait souvent, sous le prÚtexte qu'elle inventait ensuite des ÚvÚnements Útonnants qui Útaient pour elle tout un monde. Elle Útait toujours triste de quitter les acteurs: leur souvenir s'insinuait sans cesse dans sa vie, Ó tel point qu'elle ne savait plus parfois si elle Útait au thÚÔtre ou au bureau.

 

Pennad da sevel

 

Petra 'rit d'ar Sadorn goude ho labour?

 

back