Kentel skouer - Mont war-raok gant ar brezhoneg

 

Yezhoł all

 

E ti mamm-gozh

 

Pa zeue an hańv hag ar vakańsoł, ez ae Frańsa da di e vamm-gozh da dremen ur pennad. En e vleud e veze e Krec'h-ar-Bleiz. Den ebet da zifenn outań mont a-gleiz pe a-zehoł, netra kaeroc'h d'ur bugel. Hag ez ae Frańsa d'ar vengleuz da welout tennań taolioł-min, da graoń-kelvesa, da vouara, pe da vesa ar saout gant moused all ar gźriadenn. Un dro en doa kavet plijus redek en ur wazh-dour n'ouzon pegeit amzer ha da c'houde e tapas war e gofoł-divhar daou daol-heol a-zoare. N'ouie ket, avat, petra a c'hoarie gantań nemet e ouele en e wele-kloz an noz war-lerc'h hag ar vamm-gozh a ouele gantań. Kalonoł tener 'oant o-daou.

Pegen plijus da Wener pa stage Mamm-gozh d'ober krampouezh. Un dudi 'oa evit Frańsa sikour c'hwezhań an tan dindan ar billig vras ha gwelout goude Mamm-gozh o ledań bravik an toaz gant he rozell hag o plegań ar c'hrampouezh diwar ar bern pa vezent distanet un tamm. Ne c'hortoze ket Frańsa poent koan evit kaout un tańva anezho. Ha da echuiń an abadenn, Mamm-gozh, gant an dilerc'h eus an toaz, a aoze un doare kouign tevoc'h eget ur grampouezhenn. Hag ar gouign-se, un tamm amann o teuziń warni, a veze un dra lipous da zebriń, me 'lar deoc'h!

Ar vakańsoł, avat, ne badont ket bepred hag un deiz e veze ret adkemer hent Landi. Ur wech da nebeutań ez eas Frańsa d'ar gźr war e droad gant e vamm-gozh. An dud a zegouezhe ganto war an hent a c'hellas gwelout un arvest teneraüs: an hini bihan hag an hini gozh o vont gant an hent en ur ouelań dourek. Kańv a zougent d'unan bennak, moarvat. Nann, tudoł keizh, o kas ar mab-bihan da di e vamm, netra ken. Pebezh glac'har!

 

Fańch Elies (Un danvez den)

 

Respont d'ar goulennoł

 

1. Pelec'h e oa Frańsa o chom? Pegoulz ez ae da di e vamm-gozh?

2. Perak e oa plijus bezań e ti Mamm-gozh?

3. Peseurt frouezh a c'heller kavout en hańv war ar maez?

4. Petra 'vez graet en ur vengleuz? Peseurt mengleuzioł a vez kavet e Breizh?

5. Un noz e oa Frańsa o leńvań en e wele: perak?

6. Petra eo ur gwele-kloz?

 

Yezhadur

 

1. En e vleud e veze e Krec'h-ar-Bleiz.

Conjuguer ą toutes les personnes: pour la troisičme personne du singulier, donner le féminin.

2. Den ebet da zifenn outań.

Mettre ą toutes les personnes le terme souligné.

3. Da graoń-kelvesa, da vouara...

Former, sur ce modčle, des verbes avec les noms frouezh, merc'hed, sistr, kignez, laboused, et les employer chacun dans une phrase.

4. N'ouzon pegeit amzer.

Conjuguer ą toutes les personnes.

5. N'ouie ket.

Conjuguer ą toutes les personnes.

6. Mettre au pluriel:

Ar billig vras, ar gźriadenn, ar vamm-gozh, ar gouign-se, ur wech.

 

Lakaat e brezhoneg

 

1. Quand venait l'hiver, il n'allait plus ą l'école.

2. Il n'y avait lą personne pour lui interdire de parler breton.

3. Je ne sais combien de temps il était resté ą courir dans le ruisseau.

4. Il était ą son affaire quand sa grand-mčre faisait des crźpes.

5. Elle ne savait pas ce qu'il lui arrivait.

6. Un jour, il fallait reprendre le chemin de l'école.

 

Danevell

 

Pelec'h hoc'h eus tremenet ho vakańsoł? Petra hoc'h eus graet? Piv a oa ganeoc'h? Perak eo plijus ar vakańsoł?

 

Lakaat ar pennad e galleg

 

distro - difaziadennoł