Exemple – Kentelioù brezhoneg

 

Glav

Ne zisplije ket dezhañ kerzhout dindan ar glav evel-se, an dour o tiskenn bepred ken ingal eus an neñv en lakae da brederiañ muioc'h eget n'eus forzh peseurt amzer, da soñjal ha da chaokat soñjoù, ur broud e oa e gwirionez evit e spered. Degouezhet e oa en ur c'hroashent. Gortoz a reas war vord ar riblenn, e zaouarn sanket don e godelloù e vantell-c'hlav, un dakenn-dour o tañsal ouzh beg e fri. Ar poliser a roas un taol c'hwitell, chom a reas ar c'hirri a-sav hag e treuzas ar ru. Tremen a reas dirak sinema Albert Hall, mantilli gwer ha disglavieroù a rae al lost dindan ar glav, habask evel ar glav e-unan.
Ur reuziad en devoe c'hoant d'en em silañ el lostad. Bourrus e kave atav gortoz e-touesk tud dianav dezhañ, o komz ur yezh ha ne gane ket evel e hini. Pa c'hortoze evel-se e c'helle ijinañ degouezhioù souezhus, gant ar pezh a lavare an dud en-dro dezhañ ec'h ijine ur bed a-bezh, o buhez micherourien gwisket ganto o dilhad-Sul d'ar Sadorn da noz, merc'hed burevioù; skriverezed o kontañ an eil d'eben istorioù ar sizhun er burev, o aferioù karantez.
An amourouzien a veze niverus, dreist-holl d'ar Sadorn, laouen e oa an holl dud-se o vezañ echuet ur sizhun hag eñ en em gave laouen ganto.
 
Ronan Huon (An Irin Glas)

 

Testenn evit un diviz

Unan eus kudennoù diaesañ ar c'hêrioù bras eo monedone ar c'hirri. Er c'hroashentoù e vez pe boliserien, pe c'houleier: hepto, da eurioù zo, kreisteiz pe c'hwec'h eur diouzh an abardaez, da skouer, e teufe an hent da vezañ stanket gant ul luziadell girri. Gwelloc'h d'an dud bale atav war ar riblenn pe, pa dreuzont ar straed, chom war ar merkoù gwenn: a-hend-all e vefent en arvar da goll o buhez. N'eo mui heñvel ar c'hreizennoù melestradurel a-vremañ ouzh ar maerdioù kozh, gant ar gwez kistin-Spagn en o forzh a-raok: melloù savadurioù simant ez int, a vez kavet enno holl vurevioù kêr; di ez eer pa vez ezhomm eus un adskrid diwar ur marilh bennak. Met d'ar c'homiserdi e ranker mont evit ur gartenn-anv pe ur paseporzh. Evit diduamant an dud, ez eus nouspet fiñvskeudenndi, pe sinema, hag ivez un Ti a sevenadur, e-giz ma vez anvet ar seurt kreizennoù, ha marteze c'hoazh ur c'hoariva: ned a ket kalz a dud d'ar c'hoariva, siwazh, pa' z eus gant an holl ur benveg skinwel er gêr. Ma ne vez morse diouer a gafedioù, e chom skort pourvezadur kêrioù Breizh a-hend-all evit pezh a sell ouzh yec'hed ar c'horf: e pet kêr ez eus ur poull-kouronkañ tommet dindan doenn, e pet ez eus ur sal-embregerezh sklaer ha kempenn? Gant an tailhoù a baeomp, koulskoude, e tlefe bezañ pourchaset a bep seurt aezamantoù deomp. N'eo ket ni, siwazh, a zibab petra 'vo graet gant hon arc'hant!

 

Gerioù

Chaokat soñjoù: Tud zo a blij dezho chaokat chewing-gum. Lod all a vez atav o chaokat soñjoù, o treiñ soñjoù en o fenn.
Ur broud: Gant ur broud e veze broudet an ejened gwechall da vale buanoc'h. Ur broud a vez lavaret eta eus kement tra a lak un den da fiñval primoc'h, da labourat fonnusoc'h.
Degouezhet: Erruet, en em gavet.
Takenn: Un dakenn a zo ur veradenn. "Kemerit dek takenn a-raok koan", eme ar medisin.
Habask: Sioul ha didrouz. "Un den habask eo Yann, ne glever anezhañ morse".
Ur reuziad: Ur pennad-amzer.
E-touesk: E-touez, e-mesk.
En em silañ: Tremen, peurliesañ dre un toull bihan-tre, hep ober trouz hag hep sachañ an evezh. "En em silet eo ar c'hazh en ti dre an nor damzigor".
Bourrus: Plijus. "Bourrus e kavan bale er c'hoadoù".
Degouezhioù: Traoù a c'hoarvez, darvoudoù. "Un degouezh kriz en istor ar Stadoù-Unanet eo bet marv John F. Kennedy".
Skriverezed: Merc'hed implijet er burevioù da skriverezañ lizheroù.

 

Goulennoù diwar-benn ar skrid

1. Plijout a rae ar glav d'ar paotr, pe ne rae ket?
2. Pegoulz e treuzas ar ru?
3. Petra a ijine keit ha ma veze o c'hortoz?

 

Yezhadur

1. Chom a reas ar c'hirri a-sav.
Tremen a rae bremañ.
Verbe en tête de phrase, conjugaison avec auxiliaire ober.
 
2. Ne zisplije ket dezhañ kerzhout.
Bourrus e kave atav gortoz.
Gant ar pezh a lavare an dud.
Pa c'hortoze evel-se e c'helle ijinañ.
Autre chose que le verbe en tête de phrase, conjugaison synthétique, les marques de temps et de personne s'ajoutent directement au radical verbal.

 

Poelladenn

Transformer les phrases suivantes

1. En mettant le verbe en tête
Tad a selle ouzh ar skinwel.
Ar moc'h a zebr maiz malet.
Mamm a gomzo gant he c'hoar.
 
2. En mettant en tête un élément autre que le verbe
Debriñ a reas an den ur vi d'e verenn-vihan.
Kavout a raio va zad labour emichañs.
Sellout a ra mamm ouzh ar stalioù nevez.

 

Treiñ e brezhoneg

Brenda était dactylo. Il lui plaisait, après le travail d'aller au théâtre, mais son père l'en empêchait souvent, sous le prétexte qu'elle inventait ensuite des événements étonnants qui étaient pour elle tout un monde. Elle était toujours triste de quitter les acteurs: leur souvenir s'insinuait sans cesse dans sa vie, à tel point qu'elle ne savait plus parfois si elle était au théâtre ou au bureau.

 

Pennad da sevel

Petra 'rit d'ar Sadorn goude ho labour?

 

Retour