Priz an enskrivadur ha kemennoù

 

Evit ur priz izel e c'heller lakaat e anv evit heuliañ kentelioù Ober:

  • 40 € priz reizh.
  • 25 € evit ar skolidi, ar studierien, an dud dilabour (kas un testeni evit kaout an distaol-se).

 

Frejoù all

Golo-lizher timbret evit distro an deverioù difaziet; pe 5 € dre live, evit bezañ difaziet dre bostel (liveoù 1, 2 ha 3 hepken).

 

Levrioù

Priz al levrioù a zo skrivet war ar fichennoù enskrivañ. Kavet e vezont er stalioù-levrioù pe dre lizher digant sekretouriezh Skol Ober.

 

 

Un nebeud reolennoù a-bouez

  • Deskit mat ar gerioù hag ar reolennoù yezhadur.
  • M’hoc’h eus ar pladennoù pe an enrolladennoù e stumm MP3, selaouit anezho en un doare aketus, evit deskiñ distagadur ar gerioù hag en em voazañ diouzh taol-mouezh ar yezh.
  • Na ankouait ket lakaat ur golo-lizher timbret a-gevret gant hoc'h anv ha chomlec'h evit distro ho poelladennoù, nemet ma hoc'h eus dibabet an doare dre bostel war ho follenn enskrivañ. Neuze, ho poelladennoù a zo d'ober en ur stumm bizskrivet war-eeun ha da vezañ kaset dre bostel.
  • Ho kentelioù a zo da gas hini-ha-hini, ha n'eo ket a-div pe a-deir hep asant ho tifazier.
  • Lezit ur marz 5 sentimetr d'an nebeutañ evit an evezhiadennoù.
  • Un hanter bajennad wenn, paneve unan a-bezh, e dibenn ar gentel, a c'hellfe bezañ talvoudus d'ho kelenner evit displegañ deoc'h traoù zo dre ar munud.
  • Na skrivit ket re stank ho poelladennoù, lezit linennoù gwenn etre ar respontoù.
  • Skrivit en un doare sklaer ha bezit truez ouzh daoulagad ho tifazier. Gallout a rit ivez kas ho poelladennoù en un doare skriverezet.
  • N'ankouait ket menegiñ niverenn ar gentel hoc'h eus studiet.
  • M'hoc'h eus ur yezhadur, lavarit e anv d'ho tifazier. Gallout a raio gant-se merkañ deoc'h ar pennadoù da lenn pe da adwelout.

 

Kentañ kentel

  • Lennit ha studiit, gant aked, ar gentel gentañ, he yezhadur hag he geriaoueg. Da c’houde, grit ar poelladennoù a ya asambles.
  • Goude bezañ resevet ho poelladennoù difaziet, e c'hellit studiañ ar gentel da heul neuze.

 

Titouroù all

Digor eo ar c'hentelioù Ober d'an holl re a fell dezho kregiñ da studiañ pe da wellaat ar yezh.

Bez' e c'heller kregiñ pa garer. Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhañ pa gar. Ar c'helenner a zo aze evit difaziañ, met ivez reiñ alioù hag evezhiadennoù.

80 kelenner a youl-vat a zo.

Un darn anezho a c'hell difaziañ dre bostel evit al liveoù 1, 2 ha 3 hepken. Ma fell deoc'h labourat gant an doare-se, goulennit digant ar sekretourva.

Skolidi 'zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol; o labour a c'hell bezañ notennet ma 'z eo a-du renerezh ar skol.

 

Perak deskiñ brezhoneg?

Kelennadurezh ar brezhoneg dre lizher a zo un doare divoutin, a glot gant ar stummadurioù klasel.

Gant hor stummadur eo posupl :

  • d’em en enskrivañ a-hed ar bloaz,
  • da heuliañ kentelioù en un doare reoliek, n’eus ket ezhomm mont d’ul lec’h ispisial evit hen ober,
  • da heuliañ kentelioù eus n'eus forzh peseurt lec'h er bed a-bezh,
  • da studiañ da bep oad ha da bep live,
  • da labourat hervez e dizh,
  • d’implijout an doare dre lizher pe an doare dre bostel evit bezañ difaziet,
  • da zeskiñ pe da wellaat e vrezhoneg,
  • d’ar Vrezhonegerien a-vihanik da zeskiñ lenn ha skrivañ o yezh,
  • da glotaat stummadurioù all,
  • d’en em brientiñ evit tremen arnodennoù a bep seurt,
  • da glotaat un ezhomm ispisial.

 

Un testeni-studi a vez roet da bep hini en deus echuet ul live.