| Kemmadurioù | En anvioù unander | En anvioù liester |
| Dre vlotaat | An anvioù gwregel unander | An anvioù tud gourel liester, nemet ar re oc'h echuiñ gant -où |
| K > G | kador, ar gador | kelennerien, ar gelennerien |
| P > B | paner, ar baner | paotred, ar baotred |
| T > D | taol, an daol | tud, an dud |
| G > C'H | godell, ar c'hodell | gallaoued, ar c'hallaoued |
| GW > W | gwastell, ar wastell | gwerzherien, ar werzherien |
| B > V | bag, ar vag | bugale, ar vugale |
| M > V | mamm, ar vamm | mistri, ar vistri |
Kemmadurioù en anvioù-gwan |
||
| Kemmadur ar gensonenn | An anvioù gourel unander | An anvioù liester all |
| K > C'H | ki, ar c'hi | kador, ar c'hadorioù |
Kemmadur ebet en anvioù-gwan |
||
Direizhadennoù
- dor, an nor
- tra, an dra; an dra vat
An anv gourel tra, a vez kemmet evel un anv gwregel, e anv-gwan ivez
- ur plac'h vat; ur plac'h vrav
An anv plac'h ne vez ket kemmet, koulskoude e vez kemmet e anv-gwan
- an dud kozh; ar vugale glañv; ar baotred pennek; ar vistr binvidik; ar soudarded trist; ar gelennerien dev
Ar c'hensonennoù K, P, T, en anvioù-gwan ne vezont kemmet nemet pa vez echu an anvioù gant L, M, N, R, V pe ur vogalenn