Exemple – Hent nevez d'ar brezhoneg

 

Pelec'h emañ

Pelec'h emañ? Amañ emañ.
Pelec'h emañ? Aze emañ.
Pelec'h emañ? Ahont emañ.
Pelec'h emañ? Eno emañ.
 
Pelec'h emañ an ti? Amañ emañ (an ti).
Pelec'h emañ an den? Ahont emañ (an den).
Pelec'h emañ an tan? Aze emañ (an tan).
Pelec'h emañ an hent? Eno emañ (an hent).
 
Pelec'h emañ Yann? N'emañ ket amañ.
Pelec'h emañ Pêr? N'emañ ket eno.
Pelec'h emañ Mari? En ti emañ.
Pelec'h emañ Anna? Eno emañ (Anna) ivez.
Pelec'h emañ an tad? N'emañ ket en ti.
 
Amañ emañ mamm? Ya, amañ emañ (mamm).
Amañ emañ tad ivez? Nann, n'emañ ket tad amañ.
Pelec'h emañ Erwan? E-kichen an iliz emañ.
En ti emañ Mari? Ya, en ti emañ bremañ.
N'emañ ket aze? Nann, n'emañ ket amañ.
N'emañ ket Erwan en ti? Nann, n'emañ ket en ti, e-kichen an iliz emañ.
N'emañ ket Anna en ti kennebeut? Eo, eno emañ.
N'emañ ket an alc'houez en toull? Eo, bez' emañ.
E-kichen an nor emañ an den? Ya, bez' emañ.
N'emañ ket an ti e-kichen an hent? Eo, bez' emañ eno. E-kichen an hent emañ an ti.
 
War an oaled emañ an tan. En oabl emañ an heol.
En ti emañ Mari; en ti emañ Gwenn ivez. En ti emañ Mari ha Gwenn.
Bez' emañ an tan war an oaled; bez' emañYann e-kichen an tan.
Pelec'h emañ an tour? War an iliz emañ.
War an ti emañ an nor. En nor emañ an toull. En toull emañ an alc'houez.
En nadoz emañ an neudenn.
War an hent emañ mamm. En ti emañ tad. E-kichen an ti emañ Anna ha Pêr.
N'emañ ket an tan en dour. N'emañ ket an nor en dour kennebeut.
N'emañ ket an neudenn en nadoz? Eo, bez' emañ.

 

Yezhadur

1. Pelec'h? est la question correspondant au français où?
Après ce mot interrogatif, on emploie la forme verbale emañ, troisième personne du singulier de l'indicatif du verbe bezañ être. C'est une forme de situation que l'on traduit souvent par le français se trouve.
A cette troisième personne, le pronom personnel ne s'exprime pas. Pelec'h emañ? veut dire aussi bien où se trouve-t-elle? que où se trouve-t-il?. Par contre: pelec'h emañ an den? où se trouve la personne?
 
2. Indication du lieu.
A la question pelec'h?, on répond par un complément de lieu dont le plus simple est l'adverbe de situation. Alors que le français ne connaît ordinairement que trois degrés de localisation, le breton en possède quatre: Amañ Ici, Aze , Ahont Là-bas, Eno Y (dans il s'y trouve par exemple).
 
3. L'article défini ne varie pas suivant le genre et le nombre du nom qu'il précède. Il est an aussi bien devant un nom féminin qu'un nom masculin, au singulier comme au pluriel.
Il varie par contre suivant la lettre initiale du mot suivant. En fait, la forme de base an s'emploie devant les voyelles et n, d, t et h.
L'article défini se combine avec la préposition e, en (en, dans) pour donner en (dans le, dans la, dans les).
 
4. Interrogation. Affirmation et négation.
Le mot affirmatif correspondant à oui est ya. Le mot négatif correspondant à non est nann.
Il n'y a aucune différence, sauf l'intonation dans la parole et le point d'interrogation dans l'écriture, entre la forme interrogative et la forme affirmative de la proposition simple:
Amañ emañ? (Ya,) amañ emañ.
La forme négative accompagnant le verbe et correspondant au français ne ... pas est ne ... ket (n' ... ket devant une voyelle), encadrant le verbe:
N'emañ ket eno? Nann, n'emañ ket.
Lorsque, à une question négative, on oppose une réponse positive, on ne répond pas en français par oui mais par si. De même, le mot breton à employer n'est pas ya, mais eo:
N'emañ ket eno? Eo, eno emañ.
 
5. La construction de la phrase.
La question pelec'h? appelle une réponse précisant le lieu (adverbe ou complément adverbial). Dans la réponse, si l'on fait exception de l'incidente éventuelle ya, l'expression précisant le lieu et le mot important qu'il faudra mettre en évidence et c'est ce mot important que l'on place toujours en tête:
Question Pelec'h emañ an ti?
Réponse E-kichen an hent emañ an ti.
Dans la phrase interrogative, on a donc le même ordre de mots qu'en français.
Dans la réponse positive, par contre, l'ordre est différent. En français, on aurait sujet + verbe + complément de lieu.
En breton, l'ordre obligatoire dans la réponse est complément de lieu + verbe + sujet.
Retenez dès maintenant la règle: dans la phrase bretonne normale, le verbe se met toujours en deuxième position.
Dans une interrogation sans mot interrogatif, l'ordre reste identique:
Question En ti emañ mamm?
Réponse Ya, en ti emañ (ou en ti emañ mamm)
Le négatif: Ici le mot important est ne, lequel indique le caractère négatif de la sentence, et c'est ce mot qui doit toujours prendre place en premier lieu. Ensuite vient le verbe suivi de ket, puis le sujet lorsque celui-ci est exprimé, ensuite seulement le complément de lieu:
En ti emañ mamm? Nann, n'emañ ket mamm en ti.
N'emañ ket mamm en ti? Nann, n'emañ ket en ti.
 
6. Interrogation avec bez.
A l'affirmatif, toute question sur le fait d'être peut se formuler avec bez' en tête:
Bez' emañ mamm en ti?
Bez' emañ an ti e-kichen an hent?

 

Gerioù

unan un, une
ya oui
nann non
eo si
e, en en
en dans le (la, les)
emañ est, se trouve
pelec'h? où?
pelec'h emañ? où est...? où est-il (elle)?
n'emañ ket (il, elle) n'est pas
bez' emañ est, se trouve
bezañ être
amañ ici
aze
ahont là-bas
eno y, à cet endroit-là
mamm mère, maman
tad père
ivez aussi
goulenn demande, question
kennebeut non plus
e-kichen auprès de
war sur
an tad le père
an ti la maison
an tour la tour, le clocher
an toull le trou
an tan le feu
an dour l'eau
an den l'homme, la personne
an nor la porte
an nadoz l'aiguille
an neudenn le fil
an hent le chemin, la route
an heol le soleil
an oabl le ciel
an oaled l'âtre, le foyer
an alc'houez la clef
an iliz l'église
ger mot

 

Poelladennoù

1. Répondre aux questions d'après le texte de la leçon.
1. Pelec'h emañ an alc'houez?
2. Pelec'h emañ an toull?
3. Pelec'h emañ an nor?
4. Pelec'h emañ an ti?
5. Pelec'h emañ Mari?
 
2. Répondre affirmativement.
1. Aze emañ an alc'houez?
2. Aze emañ an toull ivez?
3. En toull emañ an alc'houez?
4. Bez' emañ an alc'houez en toull?
5. N'emañ ket an alc'houez en toull?
 
3. Répondre négativement.
1. Ahont emañ an ti?
2. War an hent emañ an ti?
3. Bez' emañ an ti war an hent?
4. N'emañ ket an ti war an hent?
5. N'emañ ket an ti e-kichen an iliz kennebeut?
 
4. Mettre au négatif.
1. En ti emañ Mari.
2. E-kichen an iliz emañ Erwan?
3. En ti emañ Anna ha Gwenn.
4. E-kichen an ti emañ Yann hag Erwan?
5. Bez' emañ Yann hag Erwan e-kichen an ti.

 

Retour - Corrigé