Krouet eo bet OBER - kentelioù brezhoneg dre lizher - e 1932, dindan renerezh Marc'harid Gourlaouen (1902-1987).
Niverus eo an dud o deus gellet, dre ar stumm-se, deskiñ pe kaout un tañva eus ar brezhoneg.
Ar brezhoneg a zo e rummad ar yezhoù indo-europeanekAr yezhoù keltiek a-vremañ a zo c'hwec'h diouto
Rann ar gouezeleg
Rann ar brezhoneg
|
Yezh hag istor
Ar brezhoneg a zo ur yezh indo-europeanek
Kelted an amzerioù kozh a implije ur yezh merc'h d'ur yezh all anvet indezeuropek, tost-tre ouzh yezhoù ar C'hermaned, al Latined, ar C'hresianed, ar Slaved, ar Bersianed hag annezidi Norzh Bro Indez. Ar Sanskrit a zo ar yezh bev tostañ ouzh an indo-europeanek.
Ar yezh-mañ a veze implijet 4000 vloaz zo, ha n'hon eus roud skrid ebet diouti. A-hed ar c'hantvedoù en em ledas an indezeuropeg war Europa a-bezh pe dost, ha betek pennoù Bro-Indez eo bet implijet, tamm-ha-tamm, gant a bep seurt a bobloù disheñvel, abalamour d'ar brezelioù, d'an aloubadegoù, d'ar genwerzh.
Ar brezhoneg a zo ur yezh keltiek
3000 vloaz zo e krogas ur bobl indezeuropek, staliet etre ar Rhein, an Danau hag ar Main, da greskiñ ha da vezañ anavezet a-drugarez d'hec'h arz ha d'he c'hoñvers. Keltae eo bet anvet gant ar C'hesianed ha Galli gant al Latined. Da c'houde e reas hec'h annez war norzh Europa a-bezh hag en em veskas gant ar pobloù henvroat. Ar pobloù keltiek a-hiziv a zeu eus ar mesk-se. Treuzkaset o deus o sevenadur hag o yezh, anvet « keltieg kozh » ganeomp, d'ul lodenn vras eus pobloù Europa, adalek Bro-Iwerzhon betek penn Bro-Spagn ha betek ar Mor Du.
Gant pouez ar C’hermaned en norzh hag hini al Latined er su e souzas tamm-ha-tamm ar bobl geltiek. War ar c’hevandir e yeas ar yezh keltiek war-gil hag e varvas e Bro-Helvetia er bloavezh 1000 war-dro. Koulskoude e chomas bev da vat e Breizh-Veur, e-lec’h ma veve div bobl keltiek, a gomze yezhoù keltiek disheñvel, ar predeneg hag ar gouezeleg. Diwar ar gouezeleg e teu an iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos hag ar manaeg ; diwar ar predeneg e teu ar brezhoneg, ar c'herneveureg hag ar c’hembraeg.
Etre ar Vvet hag ar VIIvet kantved, e teuas Bretoned d’en em staliañ e Breizh-Vihan, pourchaset gant ar Saozon.
Teir lodenn disheñvel a zo e-barzh istor ar brezhoneg :
Brezhoneg ar Rouaned
A-raok ar bloavezh 1000 e veze komzet henvrezhoneg, brezhoneg Nominoe, ur mesk etre ar yezh komzet gant Bretoned Enez-Veur hag hini Kelted an Arvorig.
D’ar mare-mañ eo, war-dro ar bloaz 1050, e vez komzet brezhoneg ar pellañ war-zu ar reter, betek Bro Roazhon ha Bro Naoned, betek bae Menez-Mikael-ar-Mor ha Bro Sant Nazer.
Heñvel-tre eo c’hoazh ouzh ar brezhoneg implijet war an inizi, dreist-holl ouzh ar c’herneveureg met ivez ouzh ar c’hembraeg : yezh keltiek en he fezh, gant nebeut-tre a gerioù a orin latin, deuet war-lerc’h aloubidigezh ar Romaned e Breizh-Veur. A-drugarez d’ar yezh e vez gwelet ez eus ur Vro Vreizh evit mat, ur rouantelezh dizalc’h ha keltiek penn-da-benn, memes ma vez gwelet el lec’hioù zo pobloù oc’h implijout yezhoù romanek o tont eus al latin a ya da get. Ar brezhoneg a vez implijet gant al lodenn vrasañ eus an annezidi ha gant tud ar renkoù uhel. Yezh ar sevenadur ha yezh ar gwir eo.
An anvioù-lec’h hag an anvioù-tud a zeu war-wel d’ar c’houlz-se.
Brezhoneg an Duged
Ar c’hrennvrezhoneg a zo bet implijet adalek ar bloaz 1000 betek ar XVIIvet kantved, deuet goude aloubidigezh an Normanded o deus damzistrujet ar vro.
Abalamour dezho eo bet distrujet ivez unaniezh Breizh. Dilezet eo bet ar brezhoneg evit ar galleg gant duged Vreizh adalek mare ar Grennamzer-Uhel. Tamm-ha-tamm e ya ar brezhoneg war-gil war-zu ar c’hornôg.
Tud an noblañs hag ar venec’h, goude bezañ kuitaet ar vro, a zeu en-dro goude tregont vloaz, gallekaet e-leizh.
Breizh a chom distag eus Bro-C’hall hag eus Bro-Saoz, met he yezh ofisiel, hini al lez hag ar melestradur, ha goude hini ar vourc’hizelezh, a zeu da vezañ ar galleg.
Implijet e vez atav gant ar bobl koulskoude, hag gant an noblañsed war ar maez hag er c’hêrioù bihan. Ur yezh lennegel eo hag he deus bevet an hevelep emdroadur hag ar saozneg d’ar c’houlz-se.hag a vez o en em emdreiñ war an hevelep tu hag ar saozneg d’ar c’houlz-se .
He yezhadur a chom keltiek-tre, met he geriaoueg hag he doare da skrivañ a zo levezonet kalz gant ar galleg.
Ma vije bet ar brezhoneg yezh ofisiel an dugelezh d’ar mare-se, en dije sur a-walc’h miret e stumm kelted-romaned, en hevelep doare eo deuet ar saozneg ur yezh c’hermaned-romaned ha ket ur yezh c’hermaned penn-da-benn. Ar brezhoneg-mañ a zo bet implijet c’hoazh goude fin an dizalc’h ha fin Stad Vreizh hag e chomas en e stad betek diwezh mare an emren a voe echu gant an Dispac’h Vras. Tud ar renkoù renour a zilez tamm-ha-tamm ar brezhoneg evit komz galleg. Ret eo gouzout eo ar c’hrennvrezhoneg ur yezh lennegel hag unvaniet, n’eo ket ur yezh poblek. Bez ez eus rannyezhoù, evel-just, met n’o deus stumm skrivet ebet.
Ar brezhoneg a-vremañ
E-kreiz ar XVIIvet kantved, e 1659, ez eus ur c’hemm bras evit ar brezhoneg gant krouidigezh, gant an Tad Maner, d’ur reizhskrivadur tost ouzh doare ar yezh komzet. Ar c'hemmadurioù a vez skrivet evit ar wech kentañ, hag echu eo gant an doare kozh da skrivañ, a verke ar c’hlotennoù-kensonenn hag ar rimoù diabarzh, un doare tost ouzh an doare skrivañ implijet e Bro Gembre (hag e Bro Iwerzhon), a zeue eus an amzerioù kozh, araok ma vefe rannet ar predeneg e meur a yezh disheñvel. D'ar c'houlz-se eo ar brezhoneg ur yezh poblel.
Disoc’h ar cheñchamant-mañ a zo dizunvaniezh ar brezhoneg, pep hini o skrivañ en doare e vez komzet en e vro. Lennegezh Vreizh a zo ul lennegezh rannyezhel neuze, hini Bro Leon, hini Bro Dreger, hini Bro Gernev hag hini Bro Wened dreist-holl.
Distreiñ d’an orinoù a skoazell kalz koulskoude evit yaouankaat ar brezhoneg, peogwir eo chomet ar rannyezhioù tostoc’h ouzh ar c’heltieg, evit pezh a sell ouzh ar yezhadur met ivez ouzh ar geriaoueg.
Yezhourien ha skrivagnerien an XIXvet kantved (Ar Gonideg), ha reoù an XXvet kantved (Ernault, Vallée, Mordiern) a glask adkavout unvaniezh ar yezh o labourat war ar brezhoneg komzet, dreist-holl hini Bro Leon, hag o kenderc’hel da c’hlanañ ar yezh en ur dennañ ar gerioù a orin galleg, evel en deus graet Dom Le Pelletier en XVIIIvet kantved. Evit hen ober e klaskont gerioù o tont eus an henvrezhoneg, geriaoueg ar rannyezhioù, gerioù e kembraeg hag e krouont reoù nevez gant gwrizioù brezhon.
Tamm-ha-tamm e vez krouet ur yezh lennegel nevez, stumm keltiek ganti, anvet brezhoneg a-vremañ, enni c’hoazh kalz a gerioù a orin latin pe c'halleg, gwelet evel ur yezh c'hlan, ha ket ur mesk evel ar c’hrennvrezhoneg pe ar saozneg.
Daoust dezhañ bezañ heskinet abaoe mare an Dispac’h e kendalc’h ar brezhoneg da dreuzvevañ. Hiziv, memes ma ne vez ket implijet kalz ken war ar maez, eo deuet da vezañ yezh ar sevenadur, hini kêrioù an XXIvet kantved.
Dazont ar brezhoneg a vez skoazellet kalz gant kelennadurezh ar yezh er skolioù-meur, gant krouidigezh ar skolioù Diwan, e-lec’h ma vez implijet ar brezhoneg adalek ar skol-vamm, gant ar skolioù divyezhek publik Divyezh, gant ar skolioù privez Dihun hag ivez gant youl ar Vretoned a implij ar yezh bemdez. Bez ez eus skingomzioù ha chadennoù skinwel a ginnig un abadenn bennak e brezhoneg, met, daoust ma vez savet goulennoù e-leizh gant an dud evit kaout muioc’h a vrezhoneg war ar chadennoù publik , n’eus hini ebet a skignfe abadennoù brezhoneg ingal e-pad an deiz. Koulskoude ez eus kazetennoù, kelaouennoù ha tiez-embann, ha strolladoù c’hoariva ivez. Ofis ar Brezhoneg, bet krouet e 1999, a ra ar gwellañ evit luskañ ha lakaat ar yezh da greskiñ er vuhez sokial ha publik. E 2010 eo aet Ofis ar Brezhoneg da Ofis Publik ar Brezhoneg.
Ret eo gouzout n’eo ket bet peurwiriekaet karta Europa evit ar yezhoù bihan gant Bro C'hall c’hoazh.
Bez ez eus 350 000 a dud a gomz brezhoneg an deiz a-hiziv, 206000 outo hag a gomz brezhoneg war ar pemdez.