Correction – Ur voutailh war an traezh

 

1. N'eo ket, fall eo an amzer.
2. Dirak un ti emañ an den a gomz.
3. O c'hortoz emañ.
4. Ne ra ket, mont a ra en ti-bank.
5. Ur sac'h du zo gantañ en e zorn.
6. Ur paotr barvek hag ur plac'h blev melen hir zo er bank. O komz emaint.
7. An den gleb a zenn ur bistolenn eus godell e vantell.
8. Arc'hant an ti-bank a c'houlenn.
9. E sac'h a ro d’ar paotr barvek.
10. Ar paotr a lak an arc'hant e-barzh.
 
Gleb ha skuizh on. Gleb ha skuizh out. Gleb ha skuizh eo. Gleb ha skuizh omp. Gleb ha skuizh oc'h. Gleb ha skuizh int.
Aon am eus-me. Aon az peus-te. Aon en deus / he deus. Aon hon eus-ni. Aon hoc'h eus-c'hwi. Aon o deus.
N'ouzon ket ha glav a ra. N'ouzez ket ha glav a ra. Ne oar ket ha glav a ra. N'ouzomp ket ha glav a ra. N'ouzoc'h ket ha glav a ra. N'ouzont ket ha glav a ra.
 
O klask ur sac'h emaon.
O reiñ an arc'hant emaomp.
O sellout ouzh ar c’harr emaoc'h.
 
Tennañ a ran ar valizenn eus ar c'harr.
Beajiñ a raio en ur vro domm.
Ne glevan ket ar boliserien o tennañ gant o fistolennoù.
 
Emañ a-dreñv din. Emañ a-dreñv dit. Emañ a-dreñv dezhañ. Emañ a-dreñv dezhi. Emañ a-dreñv dimp. Emañ a-dreñv deoc'h. Emañ a-dreñv dezho.
Sellout a ra ouzhin. Sellout a ra ouzhit. Sellout a ra outañ. Sellout a ra outi. Sellout a ra ouzhimp. Sellout a ra ouzhoc'h. Sellout a ra outo.
Ma breur zo ganin. Ma breur zo ganit. Ma breur zo gantañ. Ma breur zo ganti. Ma breur zo ganimp. Ma breur zo ganeoc'h. Ma breur zo ganto.
 
Me a wel gouloù er bank.
Int a zo o komz.
Me a zo skuizh.
 
Bemdez e treman dirak an ti-bank gant ma c'hi.
Gwelout a rit ac'hanon treuziñ e penn ar straed.
Klevout a ran an tren o tremen dirak ma zi ugent gwech bemdez.

 

Back