Test – Ur voutailh war an traezh

 

Dichañs

Fall eo an amzer ha teñval ar beure. Glav a ra. Glav yen miz Du.
Abaoe ur c’hardeur emaon o c’hortoz dirak an ti. Gleb on. Gleb-teil.
Gwelout a ran gouloù er bank. Nav eur eo. Digor eo bremañ.
Mont a ran e-barzh, ma sac’h du ganin em dorn.
N’eus ket kalz tud d’an eur-mañ. N’eus nemet ar paotr barvek hag ar plac’h blev melen hir ouzh an daol a-dreñv ar werenn. O komz emaint. Eus beajoù er broioù tomm.
Tennañ a ran ar bistolenn eus godell ma mantell.
Huchal a ran.
Goulenn a ran an arc’hant, buan.
Krenañ a reont. Aon o deus. Aon am eus-me ivez.
Reiñ a ran ma sac’h d’ar paotr.
Sellout a ran outañ o lakaat an arc’hant e-barzh.
Lavarout a ran dezhañ hastañ.
Tapout a ran ar sac’h leun, ha redek a ran er-maez.

 

Goulennoù

1. Brav eo an amzer ?
2. Pelec’h emañ an den a gomz ?
3. Oc’h ober petra emañ ?
4. Chom a ra er straed ?
5. Petra zo gantañ en e zorn ?
6. Piv zo er bank ? Oc’h ober petra emaint ?
7. Petra a ra an den gleb neuze ?
8. Petra a c’houlenn ?
9. Petra a ro d’ar paotr barvek ?
10. Petra a ra ar paotr gantañ ?

 

Conjuguer au présent à toutes les personnes

1. Gleb ha skuizh on.
2. Aon am eus-me.
3. N'ouzon ket ha glav a ra.

 

Mettre au présent continu, en transformant selon le modèle : Lenn a ra ... / O lenn emañ

1. Klask a ran ur sac'h.
2. Reiñ a reomp an arc'hant.
3. Sellout a rit ouzh ar c’harr.

 

Compléter et faire la mutation si nécessaire

1. Tennañ a ran ar (malizenn) eus ar (karr).
2. Beajiñ a raio en ur (bro) (tomm).
3. Ne (klevan) ket ar (poliserien) o (tennañ) gant o (pistolennoù).

 

Mettre les prépositions à toutes les personnes

1. Emañ a-dreñv din.
2. Sellout a ra outañ.
3. Ma breur zo ganin.

 

Exprimer le sujet

1. Gwelout a ran gouloù er bank.
2. O komz emaint.
3. Skuizh on.

 

Treiñ e brezhoneg

1. Je passe devant la banque tous les jours avec mon chien.
2. Vous me voyez traverser au bout de la rue.
3. J’entends le train passer devant ma maison vingt fois par jour.

 

Kontit

Mont a rit d'an ti-bank. Kollet hoc'h eus hoc’h arc’hant. Kontit ar pezh a rit.

 

Back - Correction