Test – Skol an trede derez

 

Pennad da lenn ha da studiañ

 
An abardaez
 
Un dudi oa bale d'ar c'houlz-se, deut e oa an distan gant an abardaez, ha diouzh kostez ar mor e c'hweze ur mouch avel a oa gras e santout war an dremm. War ar c'hleuzioù, al lann a grene un disterañ, ar geot a heje o begoù goustadik; en tu all, liv arc'hantet pe alaouret ar soul gwinizh ha kerc'h, pe liv rouz an douar nevez troet. Bremañ e tiskennemp war-du Toulzac'h. Du-hont, e-touez ur bouchad gwez, siminaloù Koatilezeg a zivogede e-kreiz tachadoù gwenn ha glas-du a verke an tiez hag ar bernioù kolo; a-gleiz Trebompe a save en tu all d'ur waremm vras a lann hag a vrug, reier gwenn strewet enni, heñvel ouzh meot gourvezet. Dre ma' z aemp, ar C'hoad-pin a winte begoù e wez uhel hag a ziskenne gant an dorgenn evel pa' n devije bet c'hoant da flastrañ dindano Mintrig, puchet en traoñ war ar richer, un troad a bep tu. Tostoc'h deomp, ar pradoù rannet gant neud-orjal hag an dour a verk harzoù teir farrez Sant-Tegoneg, Pleiber-Krist ha Sant-Seo. Ar saouteier a beure a-zevri, kuzhet ma oa an heol gant an dorgenn, ha tec'het ar c'helien. Ar baotred-saout a c'hoarie, bodet holl en ur prad. Ne oant ket holl koulskoude: klevout a raed unan o youc'hal er c'hoadoù war-lerc'h e vuoc'h a oa pignet eno, hag un all o ouelañ.
 
J. Kerrien (Ar Roc'h Toull)

 

Goulennoù war al lennadenn

1. Gerioù da zisplegañ e brezhoneg: distan, mouch avel, kleuzioù, soul, strewet, gourvezet.
2. Roit gerioù all e-lec'h: kolo, gwaremm, torgenn, flastrañ, rannet, gouelañ, dudi.
3. Peseurt kemm a zo etre bale ha kerzhout, enderv hag abardaez, ur mouch avel ha mouchañ ar gouloù, c'hwezañ ha c'hweziñ?
4. Penaos lavarout en ur ger: kostez ar mor, ur mouch avel?
5. Liester buoc'h, troad. Unander meot.
6. Savit verboù diwar ar gerioù-mañ: un dudi, an distan, goustadik, diskenn, en traoñ, kuzhet.

 

Pennad da sevel

Kontit un droiad vale hoc'h eus graet war ar maez.

 

Lakaat e brezhoneg

1. Le cahier de l'élève.
2. Les maisons de la ville sont grandes et vieilles.
3. Le fils du voisin a cassé la porte de l'étable et deux carreaux de la fenêtre de la maison.
4. La superficie de la Bretagne est plus petite que celle de l'Irlande
5. Il fait frais le matin et le soir, mais la journée est chaude.
6. Il est temps de rentrer chez vous.
7. C'est encore plus loin que je ne pensais.
8. On m'a donné un morceau de pain fait avec du blé de la dernière récolte.
9. Le dimanche, j'ai l'habitude d'aller à la messe, je ne pourrai pourtant pas y aller dimanche prochain.
10. Il y avait une odeur de grillé dans la cuisine, on était en train de préparer le dîner.

 

Back