Exemple - Alc'hwez d'ar c'hembraeg

 

Geirfa / Geriaoueg

a (+KC'hw) ha
athrawes (lies. –au) gg. kelennerez, mestrez-skol
athro (lies. athrawon) g. kelenner, mestr-skol
bachgen (lies. bechgyn) g. paotr
bod bezañ, bout
bore (lies. –au) g. beure, mintin, beurevezh, mintinvezh
coeden (lies. coed) gg. gwez
coed (lies. coedydd) g. koad
Cymraeg gg. kembraeg, kembraek
Cymraes (lies. –au) gg. Kembreadez
Cymro (lies. Cymry) g. Kembread
Cymry Kembre, Bro-Gembre
da mat
dyn (lies. –ion) g. den, gwaz
Frangeg gg. galleg, gallek
Ffrainc Bro-C'hall
Ffrances (lies. –au) gg. Gallez
Ffrancwr (lies. Ffrancwyr) g. Gall
gwaetha 'r modd siwazh, gwazh-a-se
gwlad (lies. gwledydd) gg. bro
gwraig (lies. gwragedd) gg. gwreg, maouez
hefyd ivez
ie ya
Lloegr Bro-Saoz
Llydaw Breizh
Llydaweg gg. brezhoneg, brezhonek
Llydawes (lies. –au) gg. Breizhadez
Llydawr (lies. Llydawyr, Llydawiaid) g. Breizhad
llyfrgell (lies. llyfrgellwyr) g. levraouegour
mab (lies. meibion) g. mab
mam (lies. –au) gg. mamm
merch (lies. –ed) gg. merc'h, plac'h
myfyriwr (lies. myfyrwyr) g. studier
myfyrwraig (lies. myfyrwyr) gg. studierez
nage nann
nid neket, ne
o (+KV) eus, a
pen (lies. –nau) g. penn
plentyn (lies. plant) g. bugale
pont (lies. –ydd) gg. pont
pwy (+KV) piv
rhwng etre
rhywle g. ul lec'h bennak
Saesneg saozneg, saoznek
Saesnes (lies. –au) gg. Saozez
Sais (lies. Saeson) g. Saoz
tad (lies. –au) g. tad
yn (+KF) e, en, e-barzh
yn o, ouzh
yr, y, 'r an, ar, al

 

Gramadeg / Yezhadur

1. En amzer-vremañ ez eo damheñvel stummoù bod ouzh reoù bezañ:

Unan 1. dw i on
  2. wyt ti out
  3. yw e / hi eo

 

Lies 1. dŷn ni omp
  2. dych chi oc'h
  3. dŷn nhw int

 

2. Peurvuiañ er yezh komzet e vez graet ar raganvioù-gour war-lerc'h ar verb, daoust ma ne vezont implijet e brezhoneg nemet evit pouezañ:

Cymro dw i. Kembread on, Kembread on-me.

 

3. Stummoù ti ar verboù a vez implijet dreist-holl etre mignoned, etre tud en damoad an eil gant egile hag ivez evit komz ouzh ar vuagle. Stummoù chi ar verboù a vez implijet el liester hag ivez en unander evit sevended, da skouer evit komz ouzh unan koshoc'h egedoc'h.

 

4. N'eus ger-mell amstrizh ebet e kembraeg:

Dyn, den pe un den.

Merch, merc'h pe ur verc'h.

 

5. Er gentel-mañ e reer dreist-holl gant ar frammadur doareenn + verb-stagañ + rener:

Dyn dw i, gwaz on-me; plentyn yw Gwern, bugel eo Gwern.

 

6. Pa n'eo ket raganv ar rener, e chom ar verb en unander:

Cymry yw Peredur ac Arthur, Kembreiz eo Peredur hag Arthur.

 

7. Er yezh komzet n'eus ezhomm rannig-goulennata ebet evit sevel goulennoù gant ar frammadur-mañ. An toniadur zo a-walc'h da ziskouez sklaer ez eo ur goulenn:

Gwen wyt ti? Gwen out-te?

 

8. Pa n'emañ ket ar verb e penn kentañ ar frazenn e vez respontet gant ie ya pe nage nann:

Mamm Gwern yw Branwen? Ie. Mamm Gwern eo Branwen? Ya.

 

9. Er stumm-nac'h e lakaer nid neket e penn kentañ ar frazenn pe ar goulenn:

Nid Cymraes yw Marc'harid? Nage, nid Cymraes yw hi. Neket Kembreadez Marc'harid? Nann, n'eo ket.

An hevelep doare zo da respont d'ur goulenn yael ha d'ur goulenn nac'hel e kembraeg:

Cymraes yw Marc'harid? Nage, nid Cymraes yw hi. Kembreadez eo Marc'harid? N'eo ket, n'eo ket Kembreadez.

 

10. War-lerc'h an araogenn o eus, a e vez graet kemmadurioù dre vlotaat:

P > B
T > D
C > G

B > F
D > DD
G > -
M > F
LL > L
RH > R

 

Sgwrs rhwng Cymraes a Llydawr / Diviz etre ur Gembreadez hag ur Breizhad

Gwen:

Bore da. Pwy wyt ti?

Demat. Piv out-te?

Mikael:

Mikael dw i. Pwy wyt ti?

Mikael on. Piv out-te?

Gwen:

Gwen dw i. Myfyrwraig yn Aberystwyth dw i. Myfyriwr wyt ti hefyd?

Gwen on. Studierez en Aberystwyth on. Ha studier out-te ivez?

Mikael:

Nage, athro yn Llydaw dw i.

N'on ket, kelenner e Breizh on.

Gwen:

Athro Llydaweg?

Kelenner war ar brezhoneg?

Mikael:

Nage, gwaetha 'r modd, athro Saesneg. Cymraes wyt ti, Gwen?

Ket, siwazh, kelenner war ar saozneg. Ha Kembreadez out-te, Gwen?

Gwen:

Ie, Cymraes o Ben-y-bont dw i.

Ya, Kembreadez eus Pen-y-bont on.

 

Ymarferion / Poelladennoù

1. Respontit e kembraeg d'ar goulennoù-mañ diwar-benn an diviz, da skouer:

Cymro yw Mikael? Nage, nid Cymro yw Mikael.

1. Myfyriwr yw Mikael?
2. Llydawes yw Gwen?
3. Cymraes o Ben-y-Bont yw Gwen?
4. Athro Ffrangeg yw Mikael?
5. Plant yw Mikael a Gwen?

 

2. Respontit e kembraeg gant frazennoù klok, da skouer:

Pwy dych chi? Rhisiart dw i.

1. Pwy dych chi?
2. Dyn dych chi?
3. Llydawes dych chi?
4. Cymraes yw Soazig?
5. Sais yw Fañch?

 

3. Troit e kembraeg

1. Kelenner war ar saozneg on, siwazh.
2. Breizhadez out?
3. Ha levraouegourien e Breizh eo Nolwenn ha Rivanon?
4. N'eo ket mamm Mikael on.
5. Kelenner war ar galleg eo Erwan.
6. Bugel eo-eñ ivez.
7. Bugale eo Herve ha Nora.
8. Kembread eo Gwynfor Evans.
9. Piv eo-eñ?
10. Gwez int.
11. Ul levr brezhonek eo.
12. Ha n'eo ket tad Roparzh oc'h?
13. Studier e Brest on.
14. Ha n'eo ket Saoz eo Robert?
15. Kembreiz eus Tregaron omp.

Retour