Fichennoù enskrivañ (brezhoneg live 1)

 

Arabat deoc'h ankounac'haat
- paeañ ar mizoù-kas ma prenit levrioù
- kas un testeni deomp ma paeeit an enskrivadur da 25 €

 

Ar studier a c’hell dibab un hentenn e-touez teir a zo efedus-tre.

Diazez ar c’hentelioù eo al levrioù : enno e vez kavet an testennoù, ar poelladennoù, ar yezhadur. An testennoù a c’hell bezañ klevet war ar pladennoù. Klevout a rit frazennoù a-bezh ha ket gerioù nemetken hag e c’hellit heuliañ an testennoù el levr. Selaou a servij evit distagañ ar gerioù en un doare kaer ha deskiñ buan anezho.

Diwallit : ar poelladennoù kinniget er bann Skouer amañ dindan n'int ket klok ; evit gellout heuliañ an hentenn e vioc'h rediet da brenañ levrioù zo.

Hentenn

Fichenn enskrivañ da voullañ

Skouer

Ni a gomz brezhoneg

Mark Kerrain

38 kentel sklaer o kinnig pep hini un nebeud poentoù yezhadur. Se zo un hentenn arnevez hag eeun gant divizoù diwar-benn ar vuhez pemdeziek. Al levr-mañ a zo bet krouet dreist-holl evit an dud-deuet o deus amzer da labourat o c'hentelioù. Levr ouzhpenn : "Troit e brezhoneg", diazezet war pep kentel.

Fichenn enskrivañ (stumm html)

Fichenn enskrivañ (stumm pdf)

Esaeit (stumm html)

Esaeit (stumm pdf)

Assimil 1, "Collection Sans Peine"

Divi Kervella

100 kentel el levr, 49 diouto implijet evit live 1 Ober. Divizoù berr-tre a zo e-barzh ha nebeut a yezhadur. An hentenn-mañ zo dereat evit an dud-deuet n'o deus ket kalz amzer da zeskiñ brezhoneg. Levr ouzhpnenn : levr poelladennoù diazezet war an hentenn, a c'hell bezañ graet buan-tre.

Fichenn enskrivañ (stumm html)

Fichenn enskrivañ (stumm pdf)

Esaeit (stumm html)

Esaeit (stumm pdf)

 

Distro - Live 2 - Live 3 - Live 4 - Live 5 - Live 6