Arabat deoc'h ankounac'haat
- paeañ ar mizoù-kas ma prenit levrioù
- kas un testeni deomp ma paeeit an enskrivadur da 25 €
Ar c’hentelioù-mañ a zo bet graet evit ar re a fell dezho mont don-tre gant ar brezhoneg, gwelaat ha klotaat o live, en ur studiañ testennoù savet gant skrivagnerien glasel hag a-vremañ. Kinniget int ivez evit an dud a fell dezho prientiñ un arnodenn pe gelenn ar brezhoneg.
Diwallit : ar poelladennoù kinniget er bann Skouer amañ dindan n'int ket klok ; evit gellout heuliañ an hentenn e vioc'h rediet da brenañ levrioù zo.
Hentenn |
Fichenn enskrivañ da voullañ |
Skouer |
Skol an Trede Derez 15 kentel hir, o kinnig testennoù da grouiñ ha da studiañ. Diazezet int dreist-holl diwar ar geriaoueg. Goulenn a reomp digant ar skolidi gouzout skrivañ ha komz brezhoneg mat a-walc'h evit heuliañ an hentenn-mañ. |
Fichenn enskrivañ (stumm html) Fichenn enskrivañ (stumm pdf) |
Esaeit (stumm html) Esaeit (stumm pdf) |
Kentelioù Brezhoneg 18 kentel hir, o kinnig testennoù da grouiñ ha da studiañ. Diazezet int dreist-holl diwar yezhadur ar brezhoneg. Goulenn a reomp digant ar skolidi gouzout skrivañ ha komz brezhoneg mat a-walc'h evit heuliañ an hentenn-mañ. |
Fichenn enskrivañ (stumm html) Fichenn enskrivañ (stumm pdf) |
Esaeit (stumm html) Esaeit (stumm pdf) |