Exemple – Mont war-raok gant ar brezhoneg

 

E ti mamm-gozh

Pa zeue an hañv hag ar vakañsoù, ez ae Frañsa da di e vamm-gozh da dremen ur pennad. En e vleud e veze e Krec'h-ar-Bleiz. Den ebet da zifenn outañ mont a-gleiz pe a-zehoù, netra kaeroc'h d'ur bugel. Hag ez ae Frañsa d'ar vengleuz da welout tennañ taolioù-min, da graoñ-kelvesa, da vouara, pe da vesa ar saout gant moused all ar gêriadenn. Un dro en doa kavet plijus redek en ur wazh-dour n'ouzon pegeit amzer ha da c'houde e tapas war e gofoù-divhar daou daol-heol a-zoare. N'ouie ket, avat, petra a c'hoarie gantañ nemet e ouele en e wele-kloz an noz war-lerc'h hag ar vamm-gozh a ouele gantañ. Kalonoù tener 'oant o-daou.
Pegen plijus da Wener pa stage Mamm-gozh d'ober krampouezh. Un dudi 'oa evit Frañsa sikour c'hwezhañ an tan dindan ar billig vras ha gwelout goude Mamm-gozh o ledañ bravik an toaz gant he rozell hag o plegañ ar c'hrampouezh diwar ar bern pa vezent distanet un tamm. Ne c'hortoze ket Frañsa poent koan evit kaout un tañva anezho. Ha da echuiñ an abadenn, Mamm-gozh, gant an dilerc'h eus an toaz, a aoze un doare kouign tevoc'h eget ur grampouezhenn. Hag ar gouign-se, un tamm amann o teuziñ warni, a veze un dra lipous da zebriñ, me 'lar deoc'h!
Ar vakañsoù, avat, ne badont ket bepred hag un deiz e veze ret adkemer hent Landi. Ur wech da nebeutañ ez eas Frañsa d'ar gêr war e droad gant e vamm-gozh. An dud a zegouezhe ganto war an hent a c'hellas gwelout un arvest teneraüs: an hini bihan hag an hini gozh o vont gant an hent en ur ouelañ dourek. Kañv a zougent d'unan bennak, moarvat. Nann, tudoù keizh, o kas ar mab-bihan da di e vamm, netra ken. Pebezh glac'har!
 
Fañch Elies (Un danvez den)

 

Respont d'ar goulennoù

1. Pelec'h e oa Frañsa o chom? Pegoulz ez ae da di e vamm-gozh?
2. Perak e oa plijus bezañ e ti Mamm-gozh?
3. Peseurt frouezh a c'heller kavout en hañv war ar maez?
4. Petra 'vez graet en ur vengleuz? Peseurt mengleuzioù a vez kavet e Breizh?
5. Un noz e oa Frañsa o leñvañ en e wele: perak?
6. Petra eo ur gwele-kloz?

 

Yezhadur

1. En e vleud e veze e Krec'h-ar-Bleiz.
Conjuguer à toutes les personnes: pour la troisième personne du singulier, donner le féminin.
2. Den ebet da zifenn outañ.
Mettre à toutes les personnes le terme souligné.
3. Da graoñ-kelvesa, da vouara...
Former, sur ce modèle, des verbes avec les noms frouezh, merc'hed, sistr, kignez, laboused, et les employer chacun dans une phrase.
4. N'ouzon pegeit amzer.
Conjuguer à toutes les personnes.
5. N'ouie ket.
Conjuguer à toutes les personnes.
6. Mettre au pluriel:
Ar billig vras, ar gêriadenn, ar vamm-gozh, ar gouign-se, ur wech.

 

Lakaat e brezhoneg

1. Quand venait l'hiver, il n'allait plus à l'école.
2. Il n'y avait là personne pour lui interdire de parler breton.
3. Je ne sais combien de temps il était resté à courir dans le ruisseau.
4. Il était à son affaire quand sa grand-mère faisait des crêpes.
5. Elle ne savait pas ce qu'il lui arrivait.
6. Un jour, il fallait reprendre le chemin de l'école.

 

Danevell

Pelec'h hoc'h eus tremenet ho vakañsoù? Petra hoc'h eus graet? Piv a oa ganeoc'h? Perak eo plijus ar vakañsoù?

 

Lakaat ar pennad e galleg

 

Retour - Corrigé